Y Fflint

Ti-kêr Y Fflint

Y Fflint (Flint e saozneg) zo ur gêr hag ur gumuniezh e biz Kembre, e Sir y Fflint. Kreizenn velestradurel ar gontelezh eo Y Fflint, war lez aber an Dyfrdwy.

Kreskiñ a reas kêr en XIXvet kantved dreist-holl. E-kichen kêr emañ Kastell Y Fflint, savet etre 1277 ha 1280 gant Edouarzh I, roue Bro-Saoz.

Dalc'het e voe Eisteddfod Vroadel Kembre e kêr Y Fflint e 1969.

E 2011 e oa poblet gant 12 953 a dud, ha 1 509 anezho (12,1%) a oa kembraegerien[1].

  1. Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011, Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics)

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search